Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An dañserien-noz (kontadenn)

Gant strollad C'hoariva
Tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD)

Ur pezh-c'hoari tennet eus ar gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc'han Kervella.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

A-RAOK C’HOARI

Ar C’honter. — Ur wezh e oa un itron pitaod é chom en ur maner kaer hag he devoa ur verc’h hag ur lezverc’h. He merc’h, anvet Katell, a oa divalav, ha lous, ha fall ; hag he lezverc’h, anvet Janed, a oa koant, ha fur, ha mat. Ne gare nemet he merc’h Katell, hag e rae dezhi razh ar pezh a c’hoantae, dilhad kaer ha traoù arall, hag e kasae Janedig paour, a veze gwisket evel ur vatezh.

DIVIZ 1

Gwelet a raer an itron é kribiñ blev he merc’h Katell tre m’emañ Janed, dilhad matezh àr he c’hein, é skubiñ an ti, asambl get Gaodig ar vatezh vihan.

Katell. — E chapel gozh koad ar c’hastell, hervez, e ta bemnoz ur beleg marv d’añse lâret e oferenn.

Gaodig. — Gwir eo. Me ’m eus gwelet sklaerder er chapel, da greiznoz, ha klevet ha gwelet traoù spontus.

Katell. — Ken na greda ket hani tostaat, ur wezh daet an noz.

An Itron. — Ne faota ket kaout aon, ma merc’h. Kement-se zo kontennoù ar re gozh.

Katell. — Lâret a raer ivez penaos er c’hroashent evit monet d’ar chapel e vihe gwelet ’lies an dañserion-noz.

Gaodig. — Gwir eo. Ha den ebet ne c’hoanta kavout ar baotred-se, ur wezh ma vez kuzhet an heol.

Katell. — Ha gwir eo kement-se, mamm ?

An Itron. — Sorc’hennoù, ma merc’h. Mall eo monet da gousket bremañ. Ha c’hwi, Janed, kerzhit da sikour ho c’hoar da lemel he dilhad.

Janed. — Eh an da vonet, mamm.

Mont a reont war-laez. Chomet eo an itron da brederiañ e-tal an oaled. Soñjoù du a deu war he spered.

An Itron. — Kountant e vehen kavout an tu d’en em zizober ag ar Janed-se, evit
ma tahe an holl vadoù, ma re ha re ma den diwezhañ da’m merc’h
Katell. Ha ma he c’hasehen en noz d’ar chapel ? Kar ema gwir bater ar
pezh a gonter a-ziàr an dañserion-noz ha person e oferenn greiznoz.


DIVIZ 2

Ar C’honter. — Ur Sul da noz, goude bout chomet pell amzer e-tal an tan, da glevet gwerzioù, hag istoerioù.

An Itron. — O, sellit ’ta ! Ankouaet em eus ma levr oferenn er chapel, hag em eus d’ober anezhoñ evit lenn ma fedennoù, a-raok mont da gousket. Kerzhit d’er c’hlask din, Janed.

Janed. — O ya, Mamm. Met aon am eus un tammig. Donet a ray Gaodig ganin ivez ?

An Itron. — Pas, pas, ho-kunan e yahet. Ur plac’h yaouank eldoc’h bout ken aonik. N’ho peus ket mezh ?

Monet a ra Janed er-maez ag an ti, goude bout lakaet he dorn er piñsin dour benniget ha graet sin ar groaz. He c’hi Fidelig a reda àr he lerc’h. Serriñ a ra Katell an nor doc’h e fri ha reiñ dezhoñ un taol troad. Sailhiñ a ra Fidelig er-maez dre ar fenestr. Skrijiñ a ra an itron ha Katell get ar fallentez.


DIVIZ 3

Er-maez. Noz eo. Splann eo al loar. Er c’hroashent eh eus seizh korrigan, seizh denig bihan, é tañsal e kelc’h, en ur ganiñ. En em gavout a ra Janed hag arsav evit sellet doc’hte, hep krediñ monet pelloc’h. An dañserion a dosta doc’hti, kentizh ’el m’he gwelont, nemet unan, hag he zapout en o c’hreiz.

Ar Gornandoned. — Dañsit ganeomp, plac’hig ! Dañsit ganeomp ! Dañsit ganeomp !…

Janed. — Dam ya, mar gra kement-se plijadur deoc’h.

Krogiñ a ra e dorn daou gorrigan ha setu-int da droiñ ha da ganiñ gwazh evit biskoazh.

Kornandon kentañ. — Na koant ho plac’hig !

An eil. — Un hanter koantoc’h !

An drivet. — Na fur ho plac’hig !

Ar bevare. — Un hanter furoc’h !

Ar bempvet. — Na kaer ho plac’hig !

Ar c’hwec’hvet. — Un hanter kaeroc’h !

Ar seizhvet. — Kaer ’el ar stered !

Hag e raont pep a bok d’ar plac’hig, nemet ar seizhvet bepred, hag he laoskont neuze da vonet.


DIVIZ 4

En iliz. Emañ ar beleg éc’h oferenniñ dirak un ilizad tud gwisket e du. D’ar gorreoù e sella doc’h an dud ha goulenn.

Ar Beleg. — Piv a faota dezhañ respont an oferenn ?

Teir gwezh e c’houlenna ; respont ebet. Steuziñ a ra a-ziàr-wel hag ar barrezioniz kement-arall. Ne choma den ebet en iliz, na tra, nemet blaz an añzañs hag ur c’houlaouenn bennak é loskiñ pa za Janed a-barzh. Kavout a ra al levr-oferenn àr ur bank, tapout krog ennoñ, ha monet kuit er-maez, Fidelig àr he lerc’h.


DIVIZ 5

Distro eo Janed er gêr. Ma oa koant ha kaer a-raok, bremañ emañ ur bochad koantoc’h ha kaeroc’h. El an heol benniget eo, hag an ti a sklaeria dre ma ya, ’el da greisteiz e miz Mae.

Janed. — Setu aze ho levr, mamm.

Reiñ a ra he levr d’he lezvamm. Homañ a chom da sellet outi, digor he genoù ha dilavar. Pa deu ar gomz dezhi e c’houlenn :

An Itron. — Petra a zo arruet geneoc’h ma merc’h, evit bout ’el mard oc’h ?

Janed. — N’eus ket arruet netra genin, mamm.

Ne oar ket ez eo koant ha kaer evel ma eo.

An Itron. — N’ho peus ket gwelet an dañserion-noz er c’hroashent ?

Janed. — Dam geo, mamm, o gwelet am eus, ha komzet gete ivez.

An Itron. — Ha n’o deus ket graet droug ebet deoc’h ?

Janed. — Dam nann, mamm, n’o deus ket graet droug ebet din.

An Itron. — Ma !… Hag er chapel, petra ho peus gwelet ha klevet ?

Janed. — Ne’m eus gwelet na klevet netra, ma mamm.

An Itron. — Ma !… Kerzhit d’ho kwele, fonnapl.

An Itron. — Sur a-walc’h emañ an dañserion-noz o deus graet kement-se.

Arc’hoazh, goude kreisteiz, eh in d’ober ur bedenn d’ar chapel, hag e lezin arre ma levr e-barzh, hag e kasin ma merc’h Katell d’er c’hlask, pa vo deuet an noz.


DIVIZ 6

An deiz àr-lerc’h goude koan.

An Itron. — Donet a rahet da vout ken koant ha ken kaer ’el Janed, ha muioc’h memp, ma karit monet ’elti da glask ma levr oferenn er chapel.

Katell. — ’M eus ket a c’hoant bras monet. Neoazh eh in get ar c’hoant bout ivez koant ha kaer.

An Itron. — Arru eo an amzer da vonet, ma merc’h. Kerzhit ’ta, ha ne faota ket kavout aon, n’ho po ket droug ebet, pas muioc’h evit Janed.

Katell. — Fidelig a zay genin ivez, dait Fidelig !

Raviziñ a ra ar c’hi monet d’he heul. Un taol botez a blanta getoñ.

Katell. — Loen fall, ne’m eus ket d’ober ebet ac’hanoc’h, da betra ?

Hag ec’h a neuze.


DIVIZ 7

Ar c’honter. — Er c’hroashent emañ ar gorriganed é tañsal hag é kaniñ. Arru eo Katell, chom a ra da sellet doc’hte. Tostaat a reont dezhi.

Ar Gornandoned. — Dañsal a raoc’h geneomp ur pennadig, plac’hig ?

Katell. — Kaoc’h marc’h ! Me, dañsal gant loened lous ’eldoc’h ? Fae ganin !…

Ar c’hentañ. — Na vil ho plac’h.

An eil. — Un hanter viloc’h !

An drivet. — Na sot ho plac’h !

Ar bevare. — Un hanter sotoc’h !

Ar bempvet. — Na fall ho plac’h !

Ar c’hwec’hvet. — Un hanter falloc’h !

Ar seizhvet. — Ha ra dislonkay kaoc’h marc’h bep komz !

Hag eh aont kuit neuze. Katell a zistroa d’ar gêr àr gement-se.


DIVIZ 8

Er gêr. Divalavoc’h eo c’hoazh Katell.

An Itron. — Jezuz ! Petra a zo arruet ganeoc’h, ma merc’h ? N’eo ket deuet ma levr ganeoc’h ?

Katell. — Nann sur a-walc’h. Kerzhit d’er c’hlask ma karit.

Reboursiñ a ra neuze ur bern kaoc’h marc’h.

An Itron. — Mil mallozh ! Petra eo kement-mañ ? N’ho peus ket gwelet an dañserion-noz ?

Katell. — Geo, gwelet mat, ar loened divalav, ha lous.

Dislonkañ a ra ur bern brasoc’h.

An Itron. — Blaz an diaoul a zo ganeoc’h.

Gaodig. — Ma oa divalav a-raok, bremañ emañ ur bochad viloc’h c’hoazh.

An Itron. — Ho fas a zo ’el un touseg karget a vilim.

Gaodig. — Ma oa sot a-raok, bremañ emañ ur bochad sotoc’h c’hoazh.

Janed. — Ha fall ’el ur giez klañv kounnaret.

An Itron. — Ma faourkaezh merc’h, emañ ret din ho serriñ en ur gambr, ’lec’h n’ho kwelay ket den. Touiñ a ran en em veñjin abominapl àr Janed.


DIVIZ 9

Emañ Gaodig o komz ouzh an dud.

Gaodig. — Ar vrud a goantiri ha furnez Janed a zo skuilhet er vro a-bezh, hag e teu tud pitaod ha tud galloudus d’he gwelet, a bep tu, ha d’he goulenn da zimeziñ. Met he lezvamm a lâra dezhe-razh penaos ne faota ket dezhi dimeziñ.

Ur Priñs yaouank. — Kement e plija ho merc’h Janed din, m’he goulennan doc’htu da zimeziñ.

An Itron. — Un enor re vras eo evidin kaout un den ’eldoc’h da vab-kaer.

Ar Priñs yaouank. — N’eo ket tre ! Kemeromp deiz evit an eured ha graomp an dimeziñ buan-ha-buan.

An Itron. — Ha petra ’rahet da’m merc’h evit an dimeziñ.

Ar Priñs yaouank. — Pa vin arruet e ma c’hastell e kasin da zanvez ma maouez a bep seurt dilhad kaer, ha braverioù ha diamantoù. Pa vo degouezhet an deiz lakaet evit an eured e tain get un heul vras a briñsed, a aotrouned hag a itronezed kaer.

An Itron. — ’Else e vo prest ma merc’h da vonet ganeoc’h.

Ar Priñs yaouank. — Kenavo deoc’h, itron !

An Itron. — Ha deoc’h, aotrou !


DIVIZ 10

D’an deiz laket evit an eured. Daet eo ar Priñs en ur c’harroñs alaouret ag ar c’haerañ. Àr e dro aotrouned hag itronezed pitaod-bras. Arru an Itron get he merc’h, goloaet he fenn, dilhad kaer àr he c’hein, diamantoù en he c’herc’henn.

An Itron. — Setu ma merc’h Janed prest evit an eured.

Ar Priñs yaouank. — Monet a ra mat an traoù ganeoc’h, ma muiañ-karet ?

Chom mut a ra ar plac’h yaouank. Kerkent e respont he mamm en he lec’h.

An Itron. — Ag ar gwellañ sur ! Ne gomzay ket doc’hoc’h ken na vo distroet ag an iliz, abalamour mand eo ambac’h, hag he deus aon da lâret ur sotoni bennak.

Ar Priñs yaouank. — Daomp neuze !

Erru ar c’hi Fidelig da redek war-dro ar c’harroñs ha da chilpat.

Fidelig. — Hep-hi ! Hep-hi ! Hep-hi !

Ar Priñs yaouank. — Petra a lâra ar c’hi bihan-se ?

An Itron. — Ba ! Netra, ma mab-kaer, n’em nec’hit ket get ken nebeut. C’hoant en deus da zonet ivez er c’harroñs, me ’ouia a-walc’h. Daomp d’an iliz.

Un evn a nija àr ar c’harroñs, hag a lâra en e yezh :

An Evn. — Ar goanterig, / hag ar vravig, / a zo er gêr chomet, / ’barzh ur c’houfr alc’hwezet, / siwazh ! Hag ar beg kaoc’h marc’h / eo a zo é tonet geneoc’h !…

Ar Priñs yaouank. — Petra a lâra an evnig-se ?

An Itron. — Netra, netra, mab-kaer. Petra, get kan an evned emañ ho penn bremañ ? Daomp d’an iliz !

Ar Priñs yaouank. — O ! Un dra bennak a zo, hag emañ ret din gouiet petra eo. Alo ! kocher, dalc’h ma roñsed !

Diskenn a ra ag ar c’harroñs é sachiñ ar vamm hag ar verc’h àr e lerc’h.

Ar Priñs yaouank. — Lârit ar wirionez.

Lemel a ra al lien a-ziàr fas ar verc’h. Katell eo.

Ar Priñs yaouank. — Er-maez loened lous ! Naeron, touseged ! Er-maez…

Hag ar verc’h Katell da ouelañ ha da zislonkañ kaoc’h marc’h…

Ar Priñs yaouank. — E-menn emañ ho merc’h Janed ?

Stlapiñ a ra ar vamm-gaer d’an diaz get Katell ha monet en ti. Goueliñ a ra an div vaouez. Edan berr emañ erru ar priñs yaouank en-dro get Janed, Gaodig hag ar c’hi Fidelig.

Ar Priñs yaouank. — ’Peus ket mezh ! Krouilhet ho poa ma Janedig kaezh ha Gaodig en ur c’houfr. Renket em eus en torriñ get ar vouc’hal. Krapit ho-tiv er c’harroñs. Ho kas a ran da balez ma zad… Ma vimp euredet, ha graet gouelioù, ha c’hoarioù ha festoù ag ar c’haerañ. C’hwi an Itron hag ar verc’h a chomay amañ… Ya, ya, Fidelig, c’hwi a zay ganeomp ivez.

Hag ar c’hi er c’harr hag en hent.