Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Partaj ar julod bras

Gant Chañ-Mai Skragn
Tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD)

Tennet eus al levr-CD Ur wezh e oa (TES 2000) :
En Uhelgoad eo ganet Chañ-Mai Skragn 80 vloaz 'zo, hag en Uhelgoad ivez en deus bevet e-pad e vuhez ; peizant eo bet da gentañ, ha goude eo aet da labourat d'ar mengleuzioù greunvaen. An istorioù a lâr hiziv, kenkoulz e galleg evel e brezhoneg, en doa klevet lod anezhe pa oa bihan ha lod all en deus dastumet en e gorn-bro, hag a-wezhoù eo ret dezhañ bezañ graet evel ar c'hemener : daou damm istor serret gantañ a-gleiz hag a-zehoù en deus gellet gwriat d'ober unan, met pa vanke un tamm eo dav mat dezhañ bezañ lakaet unan nevez graet gantañ e-unan.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gwezhall a oa gwezhall, hañ !
Hag an hini n'en doa ket a zaoulagad a oa dall.
Ha bremañ an hini en deus,
dalc'hmat a wel en eeun pe e treuz.

Ha gwezhall ivez ba Bro-Leon e oa giz evel e oa ba ti rouizien ar Frañs : e vije atav lakaet an traoù d'ar c'hentañ eus ar vugale, d'ar c'hoshañ deus ar baotred. Hag hemañ a oa un tiegezh bras, an den-mañ en doa un tiegezh bras, ur julod evel e vez lâret, un ozhac'h a vez lâret ba lec'h all, hag en doa un tiegezh ha tri mab. Hag un devezh en doa lâret d'e vugale, o-zri en doa lâret dezhe :

- Me a gar ac'hanoc'h tout memes mod. An eil hag egile deuzoudoc'h a garan kenkoulz, ha me a gav diaes lakaat an traoù d'ar c'hentañ, d'ar c'hoshañ deuzoudoc'h tout. Me a garfe a-walc'h, a-raok ober ma dilez, gwelet pehini deuzoudoc'h eo ar c'hapaplañ da gemer ar feurm diwezhatoc'h. Setu, se a zo kaoz am eus lakaet amañ, e-giz-mañ war an daol tri zra ha pep hini deuzoudoc'h ac'h a da choaz hag an hini a zegaso din ar muiañ a arc'hant gant ar pezh a vo roet dezhañ, hennezh en do droed da gaout an heritaj diwezhatoc'h. Da zigentañ-tout, amañ, a lâr, dit eo ar choaz Frañsoù. Amañ 'zo - Frañsoù a oa ar c'hoshañ eus ar vugale - amañ 'zo tri zra war an daol.

Eno e oa ur falz, un tamm paner bihan gant ur c'hog, ur c'hog kornandell e-barzh, hag ur maen-lemmer.

- Bremañ, a lâr, pad eo te eo ar c'hoshañ, dit e roan ar choaz. Kemer an hini a garez deuzoude ha kerzh da welet ba'n henchoù, dre an henchoù, da welet pegement a arc'hant e c'halli degas din evit ar pezh ac'h ay ganez.

Setu Frañsoù, peogwir en doa ar choaz kentañ, en doa choazet ar falz ha dao gant e falz e-barzh an henchoù. Baleet en doa e-pad pell hag e-pad pell, den ebet ne brene e falz digantañ hag un devezh e oa o paseal dirak ur vereuri, ur vereuri vras, hag e oa an dud oc'h eostiñ hag eno e oant oc'h eostiñ en ur mod kozh-kozh.

Da zigentañ-tout e oa, e-barzh korn ar park, e oa un torchad tan, hag ar park ne oa ket bras-bras, marteze e rae un devezh-arat pe un tammig bihan ouzhpenn hag ar mestr a oa o chikanat e dud, ur bern tud, ur sin sakr sant finiti tud a oa eno oc'h eostiñ hag evit eostiñ ec'h aent gant ur fichetez, ur fichetez, bep a fichetez a oa gante hag ec'h aent d'an tan da ruziañ ar fichetez ha pa veze ruziet ar fichetez e teuent en ur c'haloupat etrezek an ed ha n'o deveze ket amzer da droc'hañ nemet ur bod pe daou a-benn e veze distanet ar fichetez hag e veze dav mont en-dro adarre.

- Gast ! a lâr Frañsoù, amañ a zo ur mod kozh ganeoc'h da eostiñ, avat ! a lâr-eñ.
- A ya ! a lâr ar mestr dezhañ, an dra-se a lâran, n'ouzon ket dare pegement e teuy din kar ne baean ket anezhe kalz, met a-benn magañ tout an dud a zo, e-pad an amzer e vezont tout, an dra-se a zeuy da ger din-me.
- Ma ! ganin-me a zo un oustilh amañ war ma brec'h, amañ, e-giz-mañ, ha gant hounnezh, me a zo kontant d'ober marc'had ouzhoc'h da droc'hañ hoc'h eost deoc'h ba'n deiz.
- A beñ neuze, ma rez al labour ba'n deiz, marc'had ! pegement ?
- Kant skoed, a lâr-eñ, met a gondision e vo echuet a-raok e vo kuzhet an heol.

Fidamdoue ! Setu partiet Frañsoù gant e falz, 'vat. Da zigentañ e troc'he mat ha mont a rae buan, met a-benn e oa deuet an abardaez ar falz ne droc'he ket ken. Kaer en doa skoiñ ha skoiñ, ne oa ket evit... n'avañse ket ken. Kuzhet an heol ha Frañsoù n'en doa ket echuet... 'oa ket echuet troc'hañ. Setu ar mestr a lâr dezhañ :
- Boñ ! a lâr-eñ, na'z peus ket echuet, na'z fo ket da gant skoed peogwir, evel e oa lâret, eo dav dit echuiñ a-raok e vije kuzhet an heol. Bremañ, a lâr, na'z fo ken nemet hanter-kant skoed.

Met pa oa deuet d'ar gêr gant e hanter-kant skoed, e dad a oa lorc'het memes tra hag en doa lâret dezhañ :
- Mat a-walc'h eo, a lâr-eñ, hanter-kant skoed evit un tamm falz e mod-se, n'eo ket fall c'hoazh.

Bon, setu, neuze e oa lâret da choaz hag e oa lâret da Gaou, an eil :
- Ale, Kaou ! choaz ha kae en heñchoù !

Kaou en doa tapet ar c'hog hag ar paner bihan ha dao ba'n heñchoù ya 'vat. Baleet en doa e-pad pell. Pell-pell e oa bet o vale. An nozvezh-se e oa fall an amzer, kurun, luc'hed ha kement sort glav bras ha tout, e oa o paseal dirak ur maner hag e oa aet da c'houlenn lojañ e-barzh ar maner. Hag e oa resevet mat, roet e goan dezhañ ha tout ha goude e oa debret koan e oa aet tout an dud e-barzh ur sal vras, tan evel a zo amañ hag e oa tout an dud o lâret, neuze, dre vare hag o sellet an eil eus egile, hag e veze sellet ouzh un tamm aotrou. Yaouank e oa-eû, gwisket brav ha kaer hag e veze lëret dezhañ :
- Ale ! poent eo dit mont bremañ. Poent eo dit mont !

A-benn ar fin, hemañ, Kaou, a lâr neuze :
- Met poent eo dezhañ mont da belec'h ? a lâr-eñ.
- A ! da gerc'hat an deiz, a lâr ar mestr dezhañ. Amañ e vez dav mont da gerc'hat an deiz !
- Jezuz ! a lâr-eñ, amañ e vez dav kas un den da gerc'hat an deiz ? Amañ 'zo un tamm lapous ganin e-barzh ma faner amañ, a lâr, ha pa gan-eñ, hennezh a zegas an deiz dimp, pa gan-eñ bemdez ! a lâr-eñ.
- Gast, ma ra deoc'h-hu, marteze e ray dimp ivez ! a lâr.
- O ya, ya, a lâr-eñ.

Setu e oa lâret d'an aotrou pas mont, gortoz. Met tout an dud a oa nec'het. Sellout a rae an eil ouzh egile. Komañset e oant da vezañ nec'het.
- Amañ ne zeuy deiz ebet fenoz ! a lârent.

A-benn ar fin, memes tra, e oa krog ar c'hog da ganañ ha kenkent e oa komañset ar prenestroù da sklêrijennañ, deuet an deiz.

- O damdedia ! hemañ a zo ul lapous abominabl, a lâr-eñ. Pegement ? gwerzhañ a rez anezhañ ?
- O ya, ya, a lâr, peogwir em eus re all ba'r gêr c'hoazh. Gwerzhañ a-walc'h a rin anezhañ.
- Pegement ?
- Daou c'hant skoed, a lâr.

Setu en doa bet daou c'hant skoed evit e damm kog hag e damm paner bihan, hag eñ d'ar gêr. A-benn en doa pozet anezhe war an daol, e dad 'vat, paotr paour, a oa mil fougeet.
- A ! mat eo avat, a lâr. Daou c'hant skoed evit un tamm kozh kog e-mod-se, mat eo ar jeu ! a lâr.

Setu neuze, ne oa ken nemet Laou ken. Laou e oa an hini yaouankañ ha ne oa ken nemet un tamm maen-lemmer war an daol. Dav e oa dezhañ ober gantañ. Setu eñ tapet e vaen-lemmer ha dao ba'n henchoù ivez. Baleet en doa pell, pell, pell, pelloc'h evit e vreudeur c'hoazh ha ne oa ket evit gwerzhañ e vaen-lemmer da zen ebet. Un devezh e oa o paseal dirak ur maner. E-barzh ur pezh mell prad bras e oa ur bern tud o falc'hat. Hag ar mestr war o lerc'h o chikanat, paotr paour, hag o hopal, o vordellañ.
- Foutre, foutre, ar re-mañ ne reont ken 'met drastañ ma zamm foenn din !

Peogwir ne droc'he ket ar falc'h mod ebet, ne droc'he ket o falc'h, aet Laou da lâret dezhe :
- Gast ! a lâr, distaolit ho falc'h din, damaik ec'h it da welet peseurt mod e vez falc'het ha troc'het ar foenn ba du-mañ !

Ha hennezh, peogwir e oa ur paotr lemm, paotr paour, en doa lemmet e falc'h evel a zo dleet, roet anezhi d'an hini a oa gantañ a-raok ha hennezh en doa troc'het ar geot goude-se dre lec'h ma oa diwanet, evel 'vez lâret ivez.

- Gast, hennezh a zo ur maen mat, a lâr. A ya ! petra a sinifi ar maen-mañ ?
- A ! hemañ a zo ur maen koñsakret.
- Petra eo an dra-se : ur maen koñsakret ?
- An dra-se a zo bet e-barzh ur gouent bennaket hag o deus bet staotet ar seurezed warnañ ha hennezh a zo deuet da vezañ ur maen koñsakret.
- An dra-se a zo abominapl ; n'out ket gouest da... n'out ket kontant da werzhañ anezhañ deomp ?
- O, eo, gast 'vat ! kar me am eus... marteze em bo re all ba'r gêr c'hoazh.
- Pegement ?
- Tri c'hoant skoed ! a lâr.
- Ma, bez 'fo anezhe, kar kentoc'h evit gwelet ma foenn o vont da goll e kavan gwelloc'h roiñ tri c'hant skoed.

Setu e oa deuet Laou d'ar gêr gant e dri c'hant skoed, pozet anezhe war an daol, e dad ne oa ket bet evit lâret e mod all hag en doa lâret dezhañ :
- A ! te, a lâr, 'foa bet ar choaz diwezhañ, ne oa ket chomet 'met un tamm kozh maen-afell ganez aze e-giz-se ha gant hennezh ac'h eus gallet degas din tri c'hant skoed, a lâr, kalz muioc'h evit da vreudeur. Te az fo an heritaj, a lâr ; te eo ar gouestañ hini a zo da ramplasiñ ac'hanon diwezhatoc'h, a lâr-eñ.

Hag amañ, gwelet a rit, bugale, ba'r vuhez eo mod-se kont. Gant un tamm bolontez vat hag un tamm deskadurezh ha tout, ne welec'h ket, gant nebeut a dra, marteze, diwezhatoc'h, c'hwi a c'hallo ober ur fortun vras.