Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Porzh al louarn

Gant Goulc'han Kervella
Tennet eus Mojennoù Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Mojennoù Breizh

Diwar ur vojenn bet dastumet gant Mikael Madeg er bloavezhioù 1980.

POELLADENN D'OBER
Selaou ar gontadenn ha respont d'ar goulennoù.

1) Gerioù diaes
– a-stlabez : éparpillé, en désordre.
– marnaoniet eo : kalz a naon en deus.
– dazre, daere : pa vez ar mor en e izellañ (étale de basse mer).
– mall zo warni : elle a hâte.

2) Goulennoù war an destenn
1. E-pelec'h e tremen an istor ?
2. Penaos e oa ar mor d'ar poent-se ?
3. Penaos e oa al louarn ?
4. Petra en doa al louarn kavet da zebriñ ?
5. Penaos en doa al louarn klasket distagañ ar vrennigenn ?
6. Pelec'h e oa bet paket teod al louarn ?
7. Petra zo en em gavet gant al louarn ?
8. Anavezout a reoc'h anvioù-lec'h all tro-dro deoc'h ?

3) Mont pelloc’h
C’hoari gant an anvioù-lec'h.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Etre parrezioù Lannildud ha Porspoder ez eus un aod vihan a vez graet Porzh al Louarn anezhi gant tud ar vro. Kalz kerreg a zo eno. Kerreg bras, a-stlabez evel ma’z eus kement er vro-se.

Ur goañvezh yen-ki a oa bet, e-giz ne weler ket alies en Arvor e tro amañ. Kalz anevaled a varve. Lod gant ar riv, lod gant an naon. Aliesoc’h c’hoazh diwar an daou.

En em gavet e oa ul louarn marnaoniet da ziskenn betek an toullig aod-se en dazre. Evit klask, evel-just, un draig bennak da derriñ e naon.

Ne oa ket kalz a dra. Eus ar mod boued e oa boas da zebriñ, da vihanañ. Koulskoude en doa kavet ur vrennigenn stag ouzh ur roc’h. Pe, pa vo lavaret mat, stag ne oa ket re. Rak ar brennig, evel an dud, a blij dezho aveliñ o fenn ur wech an amzer memes tra. Edo ar vrennigenn-se o luchañ war he amezeien, hanter savet war he zroad.

– Hopala, eme al louarn.
Hag eñ, en ul lamm, lakaat e deod etre ar roc’h hag ar grogenn. Fellout a rae dezhañ distagañ anezhi diouzh ar roc’h. Ha debriñ anezhi ma c’hellfe. Met ar vrennigenn, evel-just, n’oa ket mall warni mervel. Neuze he doa peget he c’hrogenn ouzh ar roc’h en-dro.
An dalc’h eo e oa paket teod al louarn e gwask. N’en doa ket gellet tennañ anezhañ kuit.
Setu pa oa savet al lanv e oa bet beuzet al louarn, teod hag all.

Alese, evit doare, e teu an anv Porzh al Louarn.