Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An deiz all ’penn ur bern plouz (kanaouenn)

Gant Fulup ar Gwern ha Claude Lintanf
Tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD)

Akordeoñs : Patrick Le Poul.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

An deiz all ’penn ur bern plouz
An deiz all ’penn ur bern plouz
An deiz all ’penn ur bern plouz
Me ’soñje kousket didrouz

Me ’glevas en traoñ ur son
Evel ’n dije redet ul loen

Neuze ’tremenas ur yar
Ha ganti ’krene an douar

War he lerc’h ur pikol louarn
Piket gantañ e zivskouarn

Neuze ’tremenas ul louz
A rae c’hoazh muioc’h a drouz

Neuze ’tremenas ul louz
’Drailhas din ma chupenn voulouz

Al laboused ’beg ar gwez
’Lâre an eil d’egile :

Gwashoc’h eo ar sparfell rous
Evit al louarn hag al louz

Ar sparfell rous gant he beg kamm
a lazh an tad, ’displuñv ar vamm.

Ar c’hentañ hini ay d’an ifern
A vo debret kig hag eskern.

Neuze ’teuas ur pilhaouaer
Da werzhañ pilhoù en tier.

’Azezas deus ma c’hostez
’Vit ober e gousk kreisteiz.

Ne oa ket c’hoazh azezet
Me ’wele al laou ’redek.

Ho, skarzhit, pilhaouaer lous,
Na skarzhit diwar ma flouz.