Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar bleiz hag an dañvad

Gant Marie Kermarec
Tennet eus Fablennoù La Fontaine + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Fablennoù La Fontaine

Fablenn kontet gant Marie Kermarec eus Plougerne.
Fablennoù La Fontaine a oa bet lakaet e brezhoneg gant Paotr Treoure (1874-1952). Un nebeud anezho zo chomet bev e memor brezhonegerien zo.
Ul levr-CD zo war ar stern gant TES.

POELLADENN D'OBER
Lenn ar fablenn ha respont d'ar goulennoù.

1) Gerioù diaes
– louet : griz
– lampon : ur bugel hag a ra betisoù (polisson)
– garo : ar c’hontrol eus flour
– warlene : ar bloaz paseet
– brud : anv fall pe anv mat a lakaer war unan bennak (réputation)
– denañ, o tenañ : evañ laezh diouzh bronn ur vamm
– hailhoned : tud hag a ra troioù fall (voyous)
– ar pastor, ar bastored : an dud a ziwall al loened (berger)
– genoù glasvez : inosant

2) Un nebeud goulennoù
– Pet den zo o komz er fablenn-mañ ?
– Pelec’h e tremen an traoù ?
– E pelec’h emañ an dañvadig e-keñver ar bleiz ?
– Perak ne c’hall ket an dañvadig louzañ an dour a vez evet gant ar bleiz ?
– Peseurt gerioù zo implijet evit diskrivañ ar bleiz ?
– Peseurt kentel a zo e fin ar fablenn ?
– A-du oc’h gant ar gentel-se ?

3) Ober ur vandenn-dreset gant ar fablenn-mañ
Gallout a rit implijout an arload BDNF.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un Dañvadig bihan ’oa ’c’h evañ dour,
Dour-red ha sklaer evel ur melezour,
Pa zegouezhas warnañ ur pikol Bleiz louet,
O klask e voued,
Ha du gant an naon :
« Petra ’rez aze te, lampon ?
Eme ’r Bleiz gant ur vouezh garv.
Piv ’n deus roet koñje dit-te, pezh divalav,
Da zont da louzañ va soubenn din-me ?
Me da lazho, sell ! ’vezin ket keit-se !
– Aotrou, ’me ’n Dañvadig, arabat deoc’h fachañ ;
’Barzh an dour-red emaon amañ,
Ha peogwir c’hwi zo dek paz uheloc’h
Evit aze moarvat an dour ’vo ket lousoc’h !
– En louzañ ’rez,
A laran dit, eme ’r Bleiz didruez ;
Ha me ’m eus klevet ouzhpenn warlene
Te ’poa klasket koll va brud din-me !
– Penaos ? peogwir ne oan ket ganet ?
Me n’on ket bloaz,
Me zo ’tenañ va mamm c’hoazh !
– Da vreur eo ’ta neuze ? – ’M eus breur ebet !
– Mat ! da gerent neuze ! Ur vandenn hailhoned,
Gant ar chas hag ar bastored,
’C’h ober brezel din-me bemdez !
Me ’zesko dit, genoù glasvez ! »
Ha kerkent, hep hiroc’h abadenn,
E tap peg en e groc’hen.
Emañ strinket war al letonenn,
Ha lonket hep pebr nag holen.

An neb zo Mestr d’en em gannañ
N’eo ket diaes dezhañ
Kaout ar ger diwezhañ.