Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Kabellig ruz (2009)

Gant Nolwenn Korbell, Maryvonne Berthou, Maina Audran, Roger an Du, Claude an Du ha Yann Bijer
Tennet eus Kabellig Ruz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Kabellig Ruz

Albom embannet gant TES e 2009 diwar an destenn bet embannet gant al Liamm e 1957.

Gant mouezhioù : Nolwenn Korbell (ar gonterez), Maryvonne Berthou (ar vamm), Maina Audran (Kabellig Ruz), Roger an Du (ar bleiz), Claude an Du (ar vamm-gozh), Yann Bijer (ar chaseour).

Enrollet gant Jean-Paul Kerbart. Frammet gant Jean-Mari Ollivier. Sonerezh gant Philippe Falusi.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gwezhall-gozh e oa ur plac’hig vihan, koantañ hini er bed. Sot e oa he mamm ganti hag he mamm‑gozh sotoc’h c’hoazh. Houmañ a reas dezhi ur boned, ur c’habellig ruz, ken ma reas an holl Kabellig Ruz anezhi.

Un devezh he devoa poazhet he mamm ur wastell‑amann. Lavarout a reas d’he merc’h :
« Kae da welout penaos emañ ar bed gant Mamm-gozh. Klevet em eus e oa klañv. Kas dezhi ar wastell-mañ hag ur podadig amann. »

« Ha dreist-holl, diwall da vont da c’hoari er c’hoad gant aon e teufe ar bleiz d’ober war da dro. »
Ha diouzhtu, setu Kabellig Ruz en hent betek ti he mamm-gozh a oa o chom en ur barrez e-kichen.

Dre ar c’hoad ez eas Kabellig Ruz memes tra, hag eno en em gavas gant Gwilhoù ar Bleiz. Hemañ en devoa c’hoant bras d’he lonkañ, met ne gredas ket en ober rak labourerien a oa er c’hoad.

Hag eñ a c’houlennas diganti da belec’h e oa o vont. Hag ar plac’hig a respontas dezhañ :
« Mont a ran da di Mamm-gozh. Mammig he deus roet din ur wastell hag ur podadig amann da gas dezhi. »
« Pell emañ o chom ? »
« O, ya ! Du-hont, pelloc’h evit ar vilin emañ, en ti kentañ a weler. »
« Ac’hanta ! Fellout a ra din mont d’he gwelout ivez. Me a yelo dre an hent-mañ, te a yelo dre an hent-se, ha gwelet e vo piv a erruo da gentañ. »

Hag ar bleiz da vont d’ar red, par ma c’helle dre an hent berrañ. Hag ar plac’hig, hi, da ober tro, en ur zastum kraoñ, en ur redek war-lerc’h balafenned hag en ur gutuilh bleunioù dre ma ’z ae.

Ne voe ket bet pell ar bleiz o tegouezhout e ti ar vamm-gozh. Skeiñ a reas ouzh an nor :
« Dao, dao ! »
« Piv zo aze ? » eme ar vamm-gozh.
« Kabellig Ruz eo », a lavaras Gwilhoù, o klask komz evel ur plac’hig.
« Ur wastell hag ur podad amann am eus bet gant Mamm da zegas deoc’h. »

Ar vamm-gozh, hanter glañv, a oa e-barzh he gwele.
« Sach war an ibil hag e kouezho ar prenn. »

Sachañ a reas ar bleiz war an ibil, hag an nor da zigeriñ. Hag eñ da lammat war ar paourkaezh maouez ha da lonkañ anezhi ken buan ha tra. Tri devezh ’oa n’en devoa debret tamm ebet. Neuze e serras an nor hag ez eas e gwele ar vamm-gozh.

Ur pennad goude e skoas Kabellig Ruz ouzh an nor :
« Dao, dao ! ».
« Piv zo aze ? » eme ar bleiz.
« Me eo, Kabellig Ruz, o tegas deoc’h ur wastell hag ur podadig amann, roet din gant Mamm evidoc’h. »

Aon he devoe bet Kabellig Ruz pa glevas mouezh c’hros ar bleiz. Met soñjal a reas e oa siferniet he mamm-gozh. Ha Gwilhoù da lavarout dezhi, en ur zousaat e vouezh :
« Sach war an ibil hag e kouezho ar prenn. »

Sachañ a reas Kabellig Ruz war an ibil hag an nor da zigeriñ. O welout anezhi o tont ez eas ar bleiz don dindan an dilhad‑gwele.
« Lak ar wastell hag an amann war ar bank, ha deus da gousket ganin. »

En em ziwiskañ a reas Kabellig Ruz ha mont a reas er gwele. Gwall souezhet e voe o welout penaos e oa he mamm-gozh.
« Mamm-gozh, na hir eo ho tivrec’h ! »
« Evit briata ac’hanout gwelloc’h ez eo, ma merc’h ! »
« Mamm-gozh, na bras eo ho tivhar ! »
« Evit redek gwelloc’h ez eo, ma merc’h ! »
« Mamm-gozh, na bras eo ho tivskouarn ! »
« Evit klevout gwelloc’h ez eo, ma merc’h ! »
« Mamm-gozh, na bras eo ho taoulagad ! »
« Evit gwelout gwelloc’h ez eo, ma merc’h ! »
« Mamm-gozh, na bras eo ho tent ! »
« Evit debriñ ac’hanout ez eo ! »

Ne oa ket peurlavaret he ger ganti ma lammas ar bleiz war Gabellig Ruz hag e lonkas anezhi. Neuze, bet e walc’h gantañ, ez eas ar bleiz en-dro er gwele, en em roas da gousket hag e krogas da ziroc’hal.

Ur chaseour a dremenas hebiou d’an ti.
« Gwall roc’hal a ra ar vamm-gozh. Daoust hag-eñ e vefe klañv ? »
Mont a reas tre. Ar bleiz a oa oc’h ober an trouz-se !
« A, a, Gwilhoù, te eo ? Abaoe an amzer m’emaon o klask war da lerc’h ! »

Edo o vont da leusker un tenn fuzuilh warnañ pa soñjas e vefe bet lonket ar vamm-gozh gant ar bleiz. Marteze e c’hellfe saveteiñ anezhi c’hoazh. Neuze e pakas ur sizailh hag e tigoras kof an aotrou Gwilhoù hag a oa o tiroc’hal bepred.

Goude daou daol sizailh e kavas ar chaseour Kabellig Ruz ; daou daol all, ha setu houmañ o lammat d’an douar : « Aon am eus bet, ken teñval e oa e kof ar bleiz ! »
D’he zro e teuas ar vamm-gozh er-maez, bev c’hoazh, met berr warni.

Neuze e redas Kabellig Ruz da glask pezhioù mein evit leuniañ kof ar bleiz a-raok ma vefe gwriet. Pa zihunas hemañ ha pa welas kement a dud e fellas dezhañ tec’hout kuit. Met ken pounner e oa e gof ken ma kouezhas dre ar prenestr hag e varvas.

Na laouen e oant o-zri ! Ar chaseour a zistroas d’ar gêr gant kroc’hen Gwilhoù. Mamm-gozh a gavas mat ar wastell hag an amann bet degaset dezhi gant Kabellig Ruz. Hag ar plac’hig da lavarout :
« Birviken ken ne’z in evel-se da redek er c’hoadoù, a pa vo bet difennet din gant Mamm. »