Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Gwenn Erc'h hag ar seizh korrig

Gant Marthe Vassallo, Maryvonne Berthou, Tinaig Perche, Ifig Troadec, Yann Bijer, Roger an Du, Metig Raynaudon ha Riwal Georgelin
Tennet eus Gwenn Erc’h + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Gwenn Erc’h

Albom embannet gant TES e 2010 diwar an destenn bet embannet gant al Liamm e 1957.

Enrollet gant Jean-Paul Kerbart. Frammañ ha sonerezh gant Samy Belkaïd.

Gant mouezhioù : Marthe Vassallo (ar gonterez), Maryvonne Berthou (ar vamm), Tinaig Perche (ar rouanez), Ifig Troadec (ar melezour), Yann Bijer (ar chaseour, ur c’horrig), Roger an Du (ur c’horrig), Metig Raynaudon (Gwenn Erc’h), Riwal Georgelin (ar priñs).

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un devezh ma oa gwisket pep tra gant erc’h e teuas ar rouanez da wriat e-kichen he frenestr. Klevet a reas c’hwitelladenn ur bir ha trouz ul lapous o kouezhañ. Sellet a reas er-maez : ur pezh mell bran zu a oa ledet war an erc’h, ar gwad o strinkañ diouti.

Chom a reas bamet : « Me a garfe kaout ur verc’hig hag a vefe ken du he blev ha pluñv ar vran, ken ruz he divjod hag ar gwad, ken gwenn he c’hrochen hag an erc’h ! »

Neuze e voe ganet dezhi ur verc’hig gant blev ken du ha pluñv ar vran, divjod ken ruz hag ar gwad, kroc’hen ken gwenn hag an erc’h. Hag e voe anvet Gwenn Erc’h. Siwazh, mervel a reas ar rouanez.

Ar roue a zimezas adarre, gant ur wreg all, kaer-eston, met lorc’hus-bras ivez. Ne oa ket evit gouzañv e vefe kaeroc’h maouez egeti war an douar. Ur melezour-hud a oa ganti :
« Lavar din, ma melezour, ha lavar din gwir, e-touez holl merc’hed ar vro, pehini eo an hini gaerañ ? »
Hag ar melezour a responte :
« C’hwi, rouanez, eo an hini gaerañ. »

Deiz-ha-deiz e teue Gwenn Erc’h da vezañ kaeroc’h-kaerañ avat. Ur wezh e c’houlennas ar rouanez digant he melezour :
« Lavar din, ma melezour, ha lavar din gwir, e-touez holl merc’hed ar vro, pehini eo an hini gaerañ ? »
Hemañ a respontas : « C’hwi, rouanez, a zo kaer, met kalz kaeroc’h c’hoazh eo Gwenn Erc’h. »

E kounnar ez eas ar rouanez fall. Galvet e voe ganti unan eus he mevelien hag e lavaras dezhañ :
« Kas Gwenn Erc’h ganit d’ar c’hoad-meur ma ne welin anezhi biken ken. »

Ar mevel a gasas anezhi gantañ don er c’hoad bras. Met truez a savas ennañ p’en em lakaas-hi war he daoulin o pediñ anezhañ :
« Laoskit ma buhez ganin, mar plij ! Laoskit ma buhez ganin ! »
« Plac’hig koant, plac’hig kaezh », emezañ o tec’het kuit, « droug ebet ne rin dit. »
Disammet e voe e galon raktal, koulskoude e ouie mat e vefe drailhet ha dispennet ar baourkaezhig gant al loened gouez. Gwenn Erc’h a redas er c’hoad don, spontet ha pennfollet gant yudadennoù al loened gouez.

Met hini ebet ne reas droug dezhi. Diouzh an abardaez e tegouezhas dirak un ti bihan. Hag hi mont tre. Pep tra e-barzh a oa naet ha renket-brav : war an daol e oa seizh asied bihan gant seizh torzhig vara, seizh gwerennig leun a win, seizh kontellig, ha seizh fourchetezig. A-hed ar voger e oa seizh gwele bihan. Neuze, dre ma oa deuet naon bras dezhi, e tebras ur begad eus pep torzhig hag ec’h evas ur bannig eus pep gwerennad.

C’hoant kousket a zeuas dezhi. Neuze ec’h esaeas an holl gweleoù bihan : unan anezhe a oa re hir, unan all re verr. Ar seizhvet avat a oa diouzh he ment. En em deurel a reas warnañ ha chom a reas kousket.

Diouzhtu goude e teuas tre perc’henned an ti, seizh korrig bihan anezhe. Labourat a raent er menezioù. Aze e klaskent mein prizius hag aour. Seizh kleuzeurig war enaou a oa gante.
« Piv zo bet oc’h azezañ war ma skabell ? » eme an hini kentañ.
« Piv zo bet o tebriñ diouzh ma asied ? » eme an eil.
« Piv zo bet o laerezh un tamm eus ma bara ? » eme an trede.
« Piv zo bet o c’hoari gant ma loa ? » eme ar pevare.
« Ha piv ’n deus graet gant ma fourchetez ? » eme ar pempvet.
« Ha piv ’n deus bet troc’het gant ma c’hontell ? » eme ar c’hwec’hvet.
« Ha piv ’n deus evet gwin diouzh ma gwerenn ? » eme ar seizhvet.

Neuze e sellas an hini kentañ en-dro dezhañ hag e lavaras :
« Piv zo bet o c’hourvez war ma gwele ? »
Hag ar pemp all da lavaret pep hini d’e dro :
« Unan bennak zo bet war ma gwele ivez. »

Ar seizhvet a welas Gwenn Erc’h, ha gervel a reas e vreudeur.
An holl a voe souezhet : « Pegen koant eo ar plac’hig-mañ ! »
Plijadur o doa o sellet outi. Trouz ebet na rejont gant aon da zihuniñ anezhi. Ar seizhvet korrig a gouskas ’barzh gwele e vreudeur, un eurvezh gant pep hini.

Diouzh ar beure e kontas Gwenn Erc’h he zamm buhez dezhe. Truez o doe outi. Ha lavaret a rejont dezhi e c’hellfe chom gante. Met dezhi e vefe da zerc’hel pep tra en urzh, d’ober ar gegin evite, gwalc’hiñ o dilhad hag ober stamm evite. Hag int o vont kuit da glask aour hag arc’hant er menezioù.

Gwenn Erc’h a chomas hec’h-unan er gêr. Ar gorriged o doa lavaret dezhi a-raok mont kuit :
« Taolit evezh ; a-raok pell e vioc’h kavet gant ar rouanez. Neuze, na lezit den ebet da zont tre. »

Ar rouanez, avat, a soñje dezhi e oa marv Gwenn Erc’h. Mont a reas dirak he melezour :
« Lavar din, ma melezour, ha lavar din gwir, eus holl merc’hed ar vro, piv eo an hini gaerañ ? »
Hag ar melezour a respontas : « C’hwi, rouanez, eo an hini gaerañ er vro. Met en tu-hont d’ar seizh menez, e-kichen ar c’hoad glas, e vev seizh korrig. Eno emañ Gwenn Erc’h o kuzhat. Ha kalz kaeroc’h evidoc’h eo, rouanez ! »

Gwall chalet e voe ar rouanez. Gouzout a rae ne lavare he melezour gaou ebet morse. Kompren a reas e oa bet touellet gant he mevel. Neuze en em wiskas evel ur vaouez kozh hag e treuzas ar seizh menez betek ti ar seizh korrig.

Skeiñ a reas ouzh an nor ha youc’hal a reas :
« Traoù mat da werzhañ ! »
Gwenn Erc’h a sellas dre ar prenestr :
« Demat deoc’h, moereb, petra ho peus da werzhiñ ? »
« Avaloù, avaloù brav, per ha kraoñ ! Avaloù, avaloù brav ! »
« Ne gredan ket lezel ac’hanoc’h da zont tre. Ar gorriged o deus difennet diouzhin digor. »
« Grit evel ma karit », eme ar rouanez, « met, da nebeutañ, kemerit an aval brav-mañ ; ur prof eo. »
« Ne gemerin ket ! Ne gemerin ket ! Ne gemerin ket ! » eme ar verc’hig.
« Plac’hig droch », a respontas ar wrac’h, « rak petra ho peus aon ? Ha kavout a ra deoc’h ez eo kontammet ? Dalit ! Dalit ! Debrit un tamm anezhañ, ha me a zebro un tamm all. »
Un tu a oa kontammet, an tu all, avat, ne oa ket ! Ken brav e oa ar frouezhenn ken na c’hellas ket Gwenn Erc’h miret da zebriñ un tamm. Kerkent ha ma voe an tamm en he genoù, e kouezhas marv war al leur.
« Ar wezh-mañ avat ne vo na den na netra evit saveteiñ ac’hanoc’h ! » eme ar rouanez.

Pa oa distro er gêr e oa laouen he c’halon fallakr. He melezour a lavaras dezhi :
« C’hwi, rouanez, eo an hini gaerañ e-touez ar re gaerañ. »

D’an abardaez, pa zeuas ar gorriged d’ar gêr, e oa Gwenn Erc’h astennet a-hed he c’horf war al leur-di. Int a savas he fenn evit gwalc’hiñ he dremm. Netra d’ober ! Ar plac’hig a seblante bezañ marv-mik. Hag int d’hec’h astenn neuze war ur gwele. Tri devezh leun e chomjont eno da veilhañ ha da leñvañ. Koant ha livrin e oa chomet he c’hroc’hen. Ne felle ket dezhe lakaat anezhi en douar yen avat !

Divizet e oa bet gante lakaat anezhi en un arched gwer. E-giz-se e c’hellfent dont alies da sellet outi. Ha war an arched e voe skrivet :
Gwenn Erc’h
merc’h ar roue

Lakaet e voe war gern ar menez. Atav e chome unan eus ar seizh korrig en he c’hichen da ziwall anezhi. Holl loened ar c’hoad hag holl lapoused an neñv a zeuas ivez en-dro dezhi da glemm ha d’ober kañv.

Evel-se e chomas Gwenn Erc’h pell-pell amzer. He blev a oa chomet ken du ha pluñv ar vran, he divjod ken ruz hag ar gwad, he c’hrochen ken gwenn hag an erc’h. Seblantout a rae bezañ kousket.

Un devezh e teuas ur priñs da welet ar gorriged. Gwelet a reas Gwenn Erc’h en hec’h arched ha lenn a reas ar pezh a oa skrivet e lizherennoù aour.

Kinnig a reas neuze ur bern arc’hant d’an dudigoù vihan evit gellet kas Gwenn Erc’h gantañ.
« Biken ne vo lezet den d’he c’has gantañ », emeze.
Pediñ hag aspediñ anezhe a reas ar priñs. Truez o devoe outañ. Hag a-benn ar fin ec’h asantas ar gorriged.

Pa oa bet dibradet an arched e kouezhas an tamm aval hag a oa chomet etre dent Gwenn Erc’h. Hag ar plac’h yaouank a zihunas en ur lavaret :
« E-menn e oen ? E-menn e oen ? »
« Ganin », eme ar priñs, « n’ho peus ket da gaout aon. Ho karout a ran dreist pep tra ’barzh ar bed. Deuit ganin da di ma zad hag e timezfomp hon-daou. »
Asantiñ a reas Gwenn Erc’h.

Hag evit o eured e voe graet ur fest bras ha pedet ur bern tud. Ar rouanez, enebourez kozh Gwenn Erc’h, a voe pedet ivez. Pa oa o lakaat he dilhad kaer e sellas ouzh he skeudenn er melezour.
« Lavar din, ma melezour, ha lavar din gwir, e-touez holl merc’hed ar vro, pehini eo an hini gaerañ ? »
Hag ar melezour a respontas :
« C’hwi, rouanez, eo an hini gaerañ amañ, met kalz kaeroc’h evidoc’h eo ar rouanez nevez. »

Souezhet ha kounnaret e voe ar rouanez. Met ne c’hellas ket mirout da vont d’an eured. Pa welas piv ’oa ar rouanez nevez e vougas gant an imor hag ar gasoni. Hag e kouezhas marv-mik war an dachenn.

Gwenn Erc’h hag he gwaz a renas ar vro e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. Eürus e voent betek o deiz diwezhañ.