Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Troioù-lavar : an ti

Gant dizanv
Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un tamm kig dindan e veud
‘Lak an den en e vleud.

Yod kerc’h, krampouezh ha farz du
A lak an den war e du.

An neb a zo laouen gant bara sec’h,
A gav da beuriñ e pep lec’h.

Ar soubenn
A zalc’h ar c’hof diroufenn.

Soubenn an tri zraig :
Dour, holen ha baraig.

Farz forn a vez debret gant an dorn.

Gwelloc’h un tamm bemdez,
Eget re da Veurlarjez.

Biskoazh den gant naon bras,
Tamm bara fall ne gavas.