Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

A-hed al Leger (2. displegadenn)

Gant Célestin ar Rouz
Tennet eus Taboulin 19 : A-hed ar stêr + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 19 : A-hed ar stêr

Célestin ar Rouz a gomz eus e ganaouenn A-hed al Leger.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Boñ setu diwar-benn kan al Leger. Kan al Leger eo kan ar rinier hag emañ he stivell kostez Boulvriag-Bulad ha goude e teu etrezek Benac'h o treuziñ e-kreiz-etre an daou goad bras, Koad an Noz, Koad an Neiz. Da gentañ eo gwan ar rinier vihan-se met tamm-ha-tamm e teu kalz a dour e-barzh, ha paseet e-barzh Benac'h e tap dour deus Gwerliskin, hag e Gwerliskin e vez tapet dour eus (Sant-)Emilion ha deus Skalon a-raok, hag evel-se setu, dour ar rinier-se a zo oc'h ober ur seurt enezenn e-barzh Benac'h. Deus aze zo bet komzet deus… moarvat Benac'h, kwa, an anv enez zo un tamm e-barzh, ha goude ec’h a etrezek an norzh, ma karit, dindan an hent bras e treuz ur poull, lec'h e oa ur poull pe un harz-dour gwechall, Kernansquillec, lec’h ’noa graet an dud Vallée o uzin paper ha tredan gant an dour, an harz-se, gant… lakaet da dreiñ ur vilin d'ober tredan kwa. Ha goude ec’h a etrezek Lannuon en ur dremen meur a vilin, meur a chapel vihan, chapel ar Seizh Sant, chapel… anfin leun a chapelioù, leun a vilinoù zo penn-da-benn ha goude dirak kastell kozh Tonkedeg. Ha setu tamm-ha-tamm, n'a ket ken buan, e-kreiz-etre Benac'h ha Tonkedeg zo ul lajenn, 'fin ul lajenn mat a hent, ha lec'h ma zo rec'helloù bras ha lec’h ec’h eo plijus-tre ar rinier hag aze ec'h aen da c'hoari pa oan bihan, ha deus ar soñj-se ’meus graet ar ganaouenn kwa. Goude Lannuon e tremen dindan ur pont bennaket, tri bont, hag ec’h a etrezek an aod neuze, etrezek ar c'hornôg en ur hediñ Logivi, ur porzh bihan, feiz pesketarien ha... lakaet sabrenn hag a bop sort, ha goude etrezek ar mor tostoc'h e treuz ar Yeoded. Ar Yeoded zo ur gêr gozh gwechall-gozh lec'h oa Romaned oc'h ober o c'hastell, marteze zo bet un eskob ivez hag ur chapel gaer adarre lec'h ma zo ur Werc'hez o kousket, n'eus ket kalz evel-se, ur Werc'hez zo o wilioudiñ, marteze ec’h eo en soñj deus un doueez gwechall, un doueez d’ar Gelted kozh a oa sañset ar vamm o wilioudiñ.