Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Atersadenn Gurvan Musset diwar-benn ar redadegoù-mor

Gant Gurvan Musset
Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Evidon me avat, an hini a gont ar muiañ eo Hent ar rom peogwir n’eo ket hir-tre ha n’eo ket berr-tre kennebeut all. Da lavaret eo ’peus amzer d’en em staliañ, da heuliañ ar redadeg-se a gustum kregiñ e Sant-Maloù evit mont betek ar Gwadeloup, inizi ar Gwadeloup. Hag ar c’hours-se a blij din-me abaoe ar bloavezh 78 pa oa bet krouet. Da gentañ-penn pa oan bugel, peogwir em boa un tad hag a oa sot a-walc’h gant ar c’hoursoù er mod-se. Ha goude-se, evit al labour, em eus gellet tostaat eus tout ar re a gustum klask pakañ, klask gounit ar c’hours-se. Met evidon-me eo Hent ar rom an hini a gont ar muiañ tout. Pa vez gwelet ar re o deus gounezet Hent ar rom... ar re wellañ, koulz lavaret. Ar re wellañ war ar bed a-bezh o deus gounezet Hent ar rom. Forzh pelec’h e yez war ar bed a-bezh, pe e vije er Zeland-Nevez pe en Aostralia, broioù a gont e-barzh ar bed-se, pe zoken ar Stadoù-Unanet, pa gomzer eus Hent ar rom, ya brudet eo, anavezet gant an holl. Ha ’barzh Breizh, darvoudoù a bouez-bras er mod-se, n’eus ket..., n’eus ket ur bern anezho. Hent ar rom da vat eo evidon-me a gont ar muiañ.