Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar vuhez gwechall : al loened

Gant Daniel Carré
Tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Loened zo e Poull-Fetan. Gwelet hon eus ur vuoc’h, un azen, yer, moc’h, deñved ha kezeg.

Aozet hon eus boued evit ar moc’h. Gwezhall e veze poazhet avaloù-douar en ur gaoter vras. Aozet e veze ur bailhad boued gant plusk legumaj, avaloùdouar, brenn, restachoù dour druz, gwelion, laezh dous digoavenet pe laezh trenk. Roet e veze laezh-ribot, laezh-bihan d’ar moc’h bihan. Lardet e veze ur pemoc’h bep bloaz. Pa veze lart a-walc’h e veze lazhet er gêr.

Labouret e veze ar c’hig gant ar wazed. Ar c’hig a veze miret en holen en ur charnel : ne oa ket a yenerez. Ar merc’hed a walc’he ar bouzelloù evit ober anduilh, a vale kig d’ober saosis ha formaj-kig.