Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar vuhez gwechall : ar c'hrampouezh gwinizh du

Gant Daniel Carré
Tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ar gwinizh-du zo ur blantenn hag a vez hadet bep bloaz etre miz Mae ha Mezheven ; eostet e vez etre miz Gwengolo ha miz Here (miz ar Gouel-Mikael). E 1830 e veze gounezet kalz a winizh-du e Poull-Fetan. Kaset e veze ar greun d’ar vilin da valiñ d’ober bleud. Ar bleud-se a servije d’ober krampouezh ha yod. Krampouezh a veze graet d’ar Gwener evit ar sizhun a-bezh. Debret e vezent fresk d’an deiz-se : an Iliz a zifenne debriñ kig d’ar Gwener. E-pad ar sizhun e vezent debret gant laezh trenk pe lakaet da drempiñ er soubenn. Graet e veze ar c’hrampouezh war an oaled : pozet e veze ar billig war un trebez, ha tan dindan.