Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar c'hazh hag al logodenn (kanaouenn)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant J.M. Salomon.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Sioul, e-kreiz ur park bras,
E-kichen ur wezenn,
E komze ur pezh kazh
Gant ul logodenn.

“Petra ’teus graet hirie ?”
A c’houlenne ar c’hazh
“Me ’zo aet da vale
’Kichen al lenn vras.”

“Ha te petra ’teus graet ?”
’Lâre al logodenn,
“Feiz, me ’m eus chaseet,
E-kichen al lenn.”

“Piv ’teus chaseet,
Aze ’kichen al lenn,
Laboused pe besked,
Pe ur valafenn ?”

“Ne oa ket ar pesked,
Memes ur valafenn,
Ne oa ket laboused,
’Met ul logodenn”

“Ul logodenn, sur out,
Unan just eveldon ?”
“Unan just eveldout,
Unan a-feson”

Just e-kreiz ur park bras
E-kichen ur wezenn
’C’haloupe ur pezh kazh
Gant ul logodenn.