Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar bidoc'hig (Fañch Jestin, danevell)

Gant Mikaël ar Roue
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Danevell skrivet gant Fañch Jestin hag embannet el levr Marv eo Fañch ! e 2006 (embannadurioù Skol Vreizh). Lennet gant Mikaël ar Roue.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Daoubleget dindan ur mell fagodenn, ar vaouez gozh a vec’h o pignat gant ar roz. Ur vuoc’h vrizh a zo o peuriñ e-touez bouchadoù balan ha lann. War an uhel e sav ur vogedenn diwar siminal an ti plouz. Un hanter dousenn yer a ziskrap hag a glok war al leur. Ur c’hi kozh a zo kousket e toull an nor. A-daol-trumm, du-hont en draoñienn, en em laka ar c’hleier da vrallañ. Bimbaoñ, bimbalaoñ… N’eo ket kleier ar c’hlaz, na kleier an tan-gwall. Nann, a-vole-vann e sonont, met ne vrallont kennebeut na badeziant na dimeziñ. Brallañ, brimballañ, tridal gant levenez betek an oabl ! Bimbaoñ, bimbalaoñ… Stlapet he deus ar vaouez ar fagodenn war an douar, hag hi distroet bremañ war-zu an tour-iliz a sav dreist ur mor a wez. E-giz steuziañ a ra roufennoù stank he dremm, ul luc’hadenn a sklêrijenn he daoulagad, ur mousc’hoarzh douetik a bar war he muzelloù diwad. N’eo ket ken kozh-se ar vaouez-mañ…

Bimbaoñ, bimbalaoñ… Ar vuoc’h a lesk ur vlejadenn, ar c’hi div pe deir chalpadenn, ar yer a chom boud gant o ragach hag astenn o gouzoug. Setu ma ’n em laka ar vaouez da redek trema an ti. Daou vunut goude emañ-hi lammet e-barzh ar porzh adarre. War he bouloutenn eo chomet, met lakaet he zavañjer Sul ganti ha taolet ur chal glas-mouk war he divskoaz. Hag hi o vont gant an hent don a ziskenn d’ar vourc’h, mil brez warni. Digompez ha distrempet eo an hent, met lijer eo hiziv ha skañv he botoù. Pa dremen e-biou Tal ar C’hoad e wel holl dud ar gêrig oc’h estlammañ war al leur, troet war-zu an draonienn. Hopal a reont dezhi holl asambles : « Echu ar brezel, Chanig ! Bremaik e vo ho Yannig war hent ar gêr. »

Ken strafuilhet eo ma ne c’hell Chanig nemet hejal he fenn ha mousc’hoarzhin dezho. Dija ec’h eo aet gant he hent ha ne glev ket he amezeien o huanadiñ : « Paourkaezh Chanig, un tamm a levenez erfin ba’ Roz an Tremen goude kement a walleurioù ! »

Bimbaoñ, bimbalaoñ… N’eo ket Chanig evit mirout da ouelañ ha da c’hoarzhin war an dro. Tridal a ra he c’halon o soñjal e Yannig, he bidoc’hig, kement a aon he deus bet da goll anezhañ ivez. Na berviñ a rae ar vuhez e-krec’h Roz an Tremen gwechall ! Pemp mab yaouank, kalonek ha yac’h-pesk. Ur vuhez kalet, ya, met buhez ! Gwechall, ya, a-raok ar brezel milliget. An tri c’hoshañ a oa bet galvet diouzhtu ha Jos, an henañ, falc’het a-vec’h erruet war an talbenn, hag eñ dimezet pevar miz ’oa. Lenvañ dourek a ra ar paourkaezh mamm o soñjal en devezhioù spontus-se. Ken laouen e oant, he merc’h-kaer hag hi, o vont da bardon Tronoan, hag int oc’h embann d’o holl vignoned : « Emañ Jos o tont d’ar gêr, ur bermision en deus bet, ul lizher ’zo degouezhet… » Re leun e oant gant o eürusted evit taoler evezh pegen diaes e oa d’an aotrou person ha d’an aotrou maer. Nemet d’al Lun vintin e oa deuet an daou zen trugarezus da zegas keloù marv da Roz an Tremen, hag Eliza prest da bennsodiñ… Nag un taol kriz evito, met un taol esae hepken evit an Ankoù. Pier ha Jakez a oa bet paket taol-ha-taol gant e falc’h didruez e-kreiz ar goañv 1915, d’ar c’houlz ma oa bet kemeret hent an talbenn gant Loeiz. Adalek ar mare-se e oa chomet dilavar an tad ha lezet ar stal da vont gantañ. Ha kollet da vad e voulienn gantañ ar bloavezh war-lerc’h pa oa bet degaset keloù kañv da Roz an Tremen evit ar bedervet gwech. Staget ouzh ar groug e oa bet kavet e-barzh ar c’hraou. Chanig, hi, he doa harzet ouzh ar glac’har, ret e oa dezhi evit Yannig, ar gourig, ar gwellañ-karet e don he c’halon, marteze dre ma oa-eñ disteroc’h un tamm eget e vreudeur. Met kreñv a-walc’h, siwazh, evit geol euzhus ar Brezel. Na gouelet, na hirvoudet, na pedet he doa ar paour kaezh mamm bemnoz e-korn an oaled. Ha setu ma’z eo bet selaouet he fedenn erfin, mil bennozh da Intron Varia Gwir Sikour.

Bimbalaoñ… brallañ a ra ar c’hleier hep diskrog. Ha redek a ra Chanig, rannet he c’halon o soñjal d’he fevar baotr aet d’an anaon, met lakaet laouen dre ma vo ar bidoc’hig ganti ba’r gêr sur a-walc’h evit gouel Nedeleg, hag ur vuhez nevez a ziwano e Roz an Tremen. Ne ra van ebet ar vaouez ouzh koagadennoù goapaus ha skrignek ar brini ’zo o troidellat a-us d’ar gwez bras hejet-dihejet gant avelaj ar miz Du. Sachit ho skasoù, laboused drouk, ne glevit ket ar c’hleier o vrallañ a-vole-vann ?

Bremañ emañ degouezhet Chanig e penn an hent. Dre roñch ar skol e tifluk war blasenn ar Marc’hallac’h. Ur charre a zo amañ ’vat ! Holl dud ar vourc’h hag an trowardroioù a zo bodet a-guchennoù war ar blasenn ha kaoz ganto ken-ha-ken. « Echu gant an tamm brezel brein-se ba’r fin… Ne zaleo ket ken ar baotred… Gant na vint ket gloazet pe mac’hagnet… Pevar bloaz ’zo abaoe ma’z eo aet kuit Pêr-Vari du-mañ… » Mont a ra an teodoù en-dro, ya, met dalc’h gant an dud en o c’homzoù ha dalc’h war o levenez memes tra goude kement a walleurioù : n’eo ket sur ez eus ur familh er barrez ha ’neus ket da ouelañ un tad, ur mab, ur breur, ur c’haredig… Ne chom ket Chanig da doullañ kaoz gant hemañ-hen, hastañ a ra etrezek an iliz hag an dud a dro evit lezel anezhi da dremen.

A-daol-trumm e ya Chanig war c’horrekaat : daou zen ’zo o paouez tont ’maez eus an ti-kêr, an aotrou person hag an aotrou maer, hag, e dorn hemañ, un tamm paper glas ma chom selloù ar vaouez paret warnañ. An daou zen ivez o deus he gwelet hag int o kerzhout daveti, teñval o fenn. Skodêget e chom Chanig, dislivet krenn, he daoulagad dislontret, he dorn dehoù lakaet war he c’halon, c’hwitet he anal dezhi. Ne vez klevet ken grik tro-dro dezho. A-dreuz ur vrumenn stank e teu komzoù an aotrou maer betek divskouarn ar vaouez : « Ur gwall blanedenn evit ho mab… Daou zevezh a-raok an arsav-brezel… Ur boled o kantreal… » Evel ur sac’h goullo e kouez Chanig en he bern. Penndaoulinet en he c’hichen, ar beleg a zamgomz e pleg he skouarn. Div vaouez a dosta evit he sikour, met en ul lamm setu Chanig en he sav hag hi da dreiñ he fenn trema ar c’hleier a zo o soniñ atav, digoret bras he divrec’h ganti, hag hi da estlammañ a-bouez-penn : « Ma Yannig ’zo war hent ar gêr… Hast buan, mabig… Evit gouel Nedeleg ni a lazho ar c’hog bras… Ho preudeur ’vo aze ’vez… Ha Tad e vo stad ennañ… » Ha Chanig a ziroll da c’hoarzhin, da c’hoarzhin…

Dihanet o deus ar c’hleier da vrallañ.

Diwar un darvoud gwirion bet c’hoarvezet en ur barrez eus ar Vro Vigoudenn.