Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An dañserien-noz (kontadenn)

Gant Bob Simon
Tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo !

Diwar ur gontadenn dastumet en XIXvet kantved gant Fañch an Uhel.
Gitar ha son : Jakez ar Born. Telenn : Lucie Marical, eus ar CD Horizon 2000.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ur wech e oa un itron binvidik o chom en un ti kaer hag he doa ur verc'h hag ul lezverc'h. He merc'h anvet Katell, a oa divalav, ha lous, ha drouk ; hag he lezverc'h, anvet Janed, a oa koant, ha fur, ha mat. Ne gare nemet he merc'h Katell, hag e roe dezhi kement tra he doa c'hoant, dilhad kaer ha traoù all, hag he doa kasoni ouzh Janedig paour, a oa gwisket evel ur vatezh.

E koad ar c'hastell e oa ur chapel gozh, lec'h ma oa ar vrud e vije traoù-noz, hag e teue bep noz ur beleg marv da glask lavaret e oferenn. Meur a hini a lavare bezañ gwelet sklêrijenn er chapel, da hanternoz, ha klevet ha gwelet traoù spontus, ha den ne grede tostaat eno, ur wech ma vije deuet an noz. Ur c'hroashent a oa ivez da dremen evit mont d'ar chapel, lec'h ma vije gwelet alies an dañserien-noz, ha den n'en doa c'hoant kavout ar baotred-se, ur wech ma oa kuzhet an heol.

Al lezvamm digalon a glaske an tu d'en em zizober eus Janed, evit ma teuje an holl vadoù, he re, ha re he den diwezhañ d'he merc'h Katell. Ma soñjas he c'has d'ar chapel e-kreiz an noz.

Ur Sul da noz, goude bezañ chomet pell amzer e-tal an tan, da glevet kanañ gwerzioù, ha kontañ kaozioù, e lavaras, war-dro unnek eur :
– Sell 'ta ! Disoñjet em eus ma levr oferenn er chapel ; hag em eus ezhomm anezhañ evit lenn ma fedennoù a-raok mont da gousket ; kit da gerc'hat anezhañ din, Janed.
– Ma ! Mamm, a lavaras ar plac'hig, hag e savas evit mont ; met aon he doa un tammig, hag e c'houlennas :
– Dont a raio Gaodig ganin ivez ? (Gaodig a oa ar vatezh.)
– Nann, nann, hoc'h-unan ez eoc'h ; ur plac'h yaouank eveldoc'h bezañ ken aonik ! N'ho peus ket a vezh ?

Janed az eas neuze. Ur c'hi bihan, anvet Fidelig, hag he heulie e pep lec'h, a redas war he lerc'h. Met Katell a savas kerkent, a serras an nor, hag a roas dezhañ ur mell taol troad. Ar c'hi a dorras ur werenn, hag a lammas dre ar prenestr er porzh.

Janed he doa joa vras eus he c'hi Fidelig, ha n'he doa ken kement a aon. Al loar a oa sklaer. Pa zegouezhas er c'hroashent e welas eno seizh denig bihan, seizh korrigan o tañsal e kelc'h en ur ganañ. Ma chomas en he sav da sellet outo, hep krediñ mont pelloc'h. Met an dañserien-noz a dostaas dezhi ha setu int da lavaret :
– Dañsit ganeomp, plac'hig ! Dañsit ganeomp ! Dañsit ganeomp !
– Ya, avat, emezi, ma ra kement a blijadur deoc'h. Hag e krogas e dorn daou gorrigan, ha setu int da dreiñ ha da ganañ gwashoc'h evit biskoazh. Ha p'o doa dañset ha kanet evel-se ur pennad, ar c'horrigan, a oa krog e dorn dehou Janed, a lavaras :

– O ! Pegen koant ar plac'hig !
– Un hanter koantoc'h ! a lavaras an eil.
– O ! Pegen fur ar plac'hig ! a lavaras an trede.
– Un hanter furoc'h ! eme ar pevare.
– O ! Pegen kaer ar plac'h ! a lavaras ar pempvet.
– Un hanter kaeroc'h ! eme ar c'hwec'hvet.
– Kaer evel ar stered ! a lavaras ar seizhvet. Hag e rojont bep a bok d'ar plac'hig.

Janed az eas neuze d'ar chapel gozh, he c'hi bihan war he lerc'h, ha ne welas ha ne glevas netra spontus. Kavout a reas levr oferenn he lezvamm, war ar bank, hag e tistroas gantañ d'ar gêr, hep ma c'hoarvezas droug ebet ganti. Met ma oa kaer a-raok, bremañ e oa kalz kaeroc'h.
– Setu aze ho levr, mamm, a lavaras, o reiñ he levr d'he lezvamm.

Met houmañ a chomas da sellet outi, digor he genoù, ha dilavar. Pa deuas ar gomz dezhi e c'houlennas :
– Petra a zo c'hoarvezet ganit evit bezañ evel ma'z out ?
– N'eus c'hoarvezet netra ganin, mamm. (Ne ouie ket e oa koant ha kaer evel ma oa.)
– Ne 'peus ket gwelet an dañserien-noz er c'hroashent ?
– Eo avat, mamm, gwelet 'meus anezho ha komzet ganto ivez.
– Ha n'o deus graet droug ebet dit ?
– Nann avat, mamm, n'o deus graet droug ebet din.
– Ma ! Hag er chapel petra 'peus gwelet ha klevet ?
– Ne'm eus gwelet na klevet netra, ma mamm.
– Ma !… Kit d'ho kwele, buan.

E-pad an noz, al lezvamm ne rae nemet soñjal er pezh a oa c'hoarvezet gant Janed.
– Ret eo, a lavare enni he-unan, e vefe an dañserien-noz o defe graet kement-se. Warc'hoazh, goude kreisteiz, ez in d'ober ur bedenn d'ar chapel, hag e lezin adarre ma levr oferenn e-barzh hag e kasin ma merc'h Katell da gerc'hat anezhañ, pa vo deuet an noz.

An deiz war-lerc'h e lavaras d'he merc'h penaos e teuje da vezañ ken koant ha Janed, ha muioc'h zoken, mar karje mont evelti, pa vije deuet an noz, da gerc'hat he levr oferenn d'ar chapel. N'he doa ket a c'hoant da vont, rak aonik e oa ; koulskoude e lavaras mont, dre ar c'hoant he doa da vezañ ivez koant ha kaer.
Pa sonas unnek eur noz e lavaras he mamm dezhi :
– Deuet an amzer da vont, ma merc'h ; kit eta, ha ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.

Aon he doa, met a-hend-all he doa ivez kement a c'hoant da vezañ koant ha kaer, ma kemeras warni da vont.
Fidelig a deuio ganin ivez, emezi ; hag e c'halvas anezhañ. Met ar c'hi, e-lec'h tostaat, en em guzhe, pa veze galvet ; hag e roas dezhañ un taol troad, hag e lavaras :
– Ma ! Loen fall, n'em eus ezhomm ebet ac'hanout ; da betra ?
Hag ez eas neuze.

Pa zegouezhas er c'hroashent e oa adarre ar gorriganed o tañsal hag o kanañ. Ma chomas da sellet outo :
– Dañsal a rafec'h ganeomp, ur pennadig, plac'hig ?
– Kaoc'h marc'h ! emezi ; me, dañsal gant loened lous eveldoc'h !…
– O ! Pegen vil ar plac'h ! a lavaras un dañser.
– Un hanter viloc'h ! eme an eil.
– O ! Pegen sot ar plac'h ! a lavaras an trede.
– Un hanter sotoc'h ! eme ar pevare.
– O ! Pegen fall ar plac'h-mañ ! a lavaras ar pempvet.
– Un hanter falloc'h ! eme ar c'hwec'hvet.
– Ha ra dislonko kaoc'h marc'h bep komz ! a lavaras ar seizhvet.

Hag int da vont kuit. Katell a zistroas d'ar gêr war gement-se.
Pa welas ar vamm he merc'h, ez estlammas :
– Ma Doue ! Petra a zo c'hoarvezet ganit, ma merc'h ? N'eo ket deuet ma levr ganit ?
– Nann ! Kit da glask anezhañ mar karit.
Hag e tislonkas ur bern kaoc'h marc'h.
– Mil mallozh ! Petra eo kement-mañ ? Ne 'peus ket gwelet an dañserien-noz ?
– Eo, gwelet a-walc'h, al loened divalav, ha lous.

Hag e tislonkas ur bern brasoc'h : ur c'hwezh spontus a oa ganti ; he fas a oa evel un touseg karget a vinim. Ma oa sot a-raok, bremañ e oa kalz sotoc'h c'hoazh, ha drouk evel ur giez klañv kounnaret. Pa welas he mamm kement-se he dastumas en ur gambr lec'h na wele den anezhi, hag e touas en em veñjiñ spontus war Janed.

Ar vrud eus koantiri ha furnez Janed a oa skuilhet er vro-holl, hag e teue tud pinvidik ha tud galloudus da welet anezhi, a bep tu, ha d'he goulenn da zimeziñ. Met he lezvamm a lavare dezho-holl penaos ne felle ket dezhi dimeziñ. Ma teuas ivez, un deiz, ur priñs yaouank, hag e plijas kement ar plac'h yaouank dezhañ, m'he goulennas diouzhtu da zimeziñ. An diaoulez kozh a soñjas neuze c'hoari un dro vat dezhañ, lakaat Katell e-lec'h Janed, hag e lavaras d'ar priñs e oa un enor re vras eviti kaout un den eveltañ da vab-kaer evit ma lavarfe nann nag he merc'h ivez. Ma voe graet an dimeziñ buan-ha-buan ha kemeret deiz evit an eured. Ar priñs a gasas da danvez e wreg a bep seurt dilhad kaer, ha bravigoù ha diamantoù. Pa voe degouezhet an deiz lakaet evit an eured e teuas gant leun a briñsed, a aotrouien hag a itronezed kaer.

An dilhad kaer, ar bravigoù hag an diamantoù a oa bet lakaet war gein Katell, ha Janed kaezh a oa bet dastumet dindan alc'hwez en ur c'houfr bras, evit na welje den anezhi. Ar priñs a oa deuet en ur c'harroñs alaouret. Ar vamm a bignas e-barzh gant he merc'h, goloet he fenn, ha kerkent e voe serret an norioù warno o-zri, ha setu int en deñvalijenn. An hini gozh a lavaras d'ar priñs ne gomzje ket outi, ken a vije distro eus an iliz, abalamour ma oa skuizh.

Setu karroñs ar priñs o vont war-raok, hag ar re all war-lerc'h. Ha setu ivez ar c'hi bihan Fidelig da redek war-lerc'h ar c'harroñs kentañ, ha da harzhal :
– Hep-hi ! hep-hi ! hep-hi !
– Petra a lavar ar c'hi bihan-se ? a c'houlennas ar priñs ouzh an hini gozh.
– Ba ! Netra, ma mab-kaer, c'hoant en deus da zont ivez er c'harroñs, me oar vat.

Pa oa o tremen koad ar c'hastell e nijas ul labous war ar c'harroñs, hag e lavare en e yezh :
Ar goantennig
Hag ar vravig
A zo er gêr chomet,
'Barzh ur c'houfr alc'hwezet,
Siwazh ! hag ar genoù kaoc'h-marc'h
Eo a zo o tont ganeoc'h !…

– Petra, petra a lavar al labous-se ? a c'houlennas ar priñs, souezhet-bras.
– Netra, netra, mab-kaer ; gant kan al laboused emañ ho penn bremañ ?
– O ! Un dra bennak a zo, ha ret eo din gouzout petra eo.

Hag e klevas adarre al labous o kanañ war ur bod, a-us d'e benn. Neuze e tigoras dorioù ar c'harroñs, ha pa welas an dra vil a oa azezet en e gichen e leuskas ur griadenn, evel pa en dije kavet un touseg en e wele, hag e vountas anezhi er-maez hag he mamm ivez, hag e lavaras :
– Er-maez loened lous ! Naered, tousegi ! Er-maez !…

Ha setu Katell da ouelañ ha da zislonkañ kaoc'h marc'h…

Hag ar priñs da vont d'ar c'hastell. Ha setu-eñ da vale dre ar c'hastell, ha da grial :
– Janed ! Ma Janedig kaezh, pelec'h emaoc'h ?
– Amañ ! a lavaras en he c'houfr.

Hag ar priñs a gemeras ur vouc'hal hag a dorras ar c'houfr hag a dennas anezhi er-maez. Neuze e lavaras dezhi pignat en e garroñs, evel ma oa, hag he c'hasas gantañ da balez e dad, hag ar c'hi bihan Fidelig a deuas ganto ivez.

Ma voent neuze eurejet, hag e voe gouelioù, ha c'hoarioù, ha festoù eus ar c'haerañ.