Er skolioù publik e oa skolaerien hag a stourme evit kelenn brezhoneg. Ar skolaerien-se a oa strollet er gevredigezh Ar Falz, bet krouet e 1933 gant Yann Sohier, ur skolaer bet stummet e skol-vistri Sant-Brieg. Daoust d’ar reolennoù a zifenne d’ar mare-se ober gant ar brezhoneg er skolioù e kavas an tu d’hen ober. Goude ar brezel, meur a skolaer publik a reas gant ar brezhoneg en o skolioù, Andreo ar Merser da skouer e skol bublik Groñvel. Lakaat a reas e pleustr ur bedagogiezh vev evit lakaat ar skolidi da skrivañ testennoù e brezhoneg. Sevel a reas ur gazetenn skol anvet Laboused Groñvel da gentañ ha Fiseled Groñvel da c’houde. Er gazetenn skol-se e embanne Andreo ar Merser pennadoù savet gant e skolidi. Bugale Groñvel a gemere perzh ivez e kenstrivadegoù Ar Falz hag a rae berzh : 1 000 pennad a oa bet kaset da Ar Falz e 1958.
Andreo ar Merser en deus embannet meur a levr kanaouennoù evit ar vugale. El levr Kanaouennou evid ar skoliou e vez kavet hanter-kant kanaouenn evit bugale tri pe bevar bloaz hag ivez evit ar re vras. Graet e oa bet ur vinikasedenn. Tud a volontez vat a oa ar ganerien — kanerezed dreist-holl. Kanaouennoù a oa bet kanet gant e skolidi.
• Andreo ar Merser zo bet skolaer e Groñvel e-pad 7 vloaz etre 1956 ha 1963.
Ul levr kanaouennoù savet gant Kerlann (Jean Delalande), 1936
Ur ganaouenn e galleg zo e-tal pep kanaouenn e brezhoneg. N’eo ket un droidigezh rik, avat : war ton Yann ar paotr-saout ez eus bet savet pozioù diwar-benn ar c’hrampouezh... D’ar poent-se e soñje an aozourien, Kerlann ha Philéas Lebesgue, e vefe kanet ar stumm galleg gant an dud divrezhonek. N’eo ket bet graet, avat.
1
2
3