« Abaoe 2015 eo kroget ar raktres Bugale Kreiz-Breizh gant klasoù divyezhek (prevez, publik) ha Diwan eus Kreiz-Breizh. Dre ar raktres-se e c’hall ar vugale deskiñ ar yezh hag ivez dizoloiñ kanaouennoù a bep seurt eus ar bed a-bezh. Dibabet e vez ar c’hanaouennoù gant ar skolaerien ha klasket e vez kaout kanaouennoù liesseurt : kanaouennoù hengounel, lod a-vremañ savet e brezhoneg, kanaouennoù e galleg pe en ur yezh all, troet e brezhoneg war-lerc’h.
Bep bloaz e vez enrollet ar c’hanaouennoù gant Jonathan Dour ha Kaelig Couteller evit ma c’hallfe ar c’hlasoù labourat o-unan gant ar skolaerien.
War-dro 300 bugel a gan neuze asambles e fin ar bloaz war al leurenn Glenmor e Karaez. »
Loeiza Quéré, skolaerez e Langoned
1