taolenn5

Abadennoù :

Deskiñ brezhoneg :

Abadenn 1 : A-raok diskouez an albom : deskiñ un tamm diviz.

Pal an abadenn : Deskiñ gerioù a-raok dizoleiñ an albom.

Deskiñ brezhoneg : Lavaret un ezhomm. Lavaret ur c’hoant. Doareañ un ober.

Gerioù -> ur volotenn ur skubellennig ur balikez ur glizhenner un davañjer farsus

Patromoù : Desket e vo d’ar vugale an tamm diviz a vo adkavet goude er pajennoù 3 ha 4  :

Jakez : Poent eo naetaat an ti.

Ar paotr bihan : Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez. Naetaat an ti n’eo ket farsus.

Abadenn 2 : A-raok diskouez an albom : deskiñ un tamm diviz.

Pal an abadenn : Deskiñ gerioù a-raok dizoleiñ an albom.

Deskiñ brezhoneg : Reiñ un urzh.

Lavaret petra a vo posupl (amzer da zont).

Gerioù -> er mod-se ac’hanon sikour naetaat ar prenestroù

Patromoù : Desket e vo d’ar vugale ar peurrest eus an tamm diviz a vo adkavet goude er pajennoù 3, 4 ha 5 :

Jakez : Poent eo naetaat an ti.

Ar paotr bihan : Me ’m eus c’hoant da c’hoari bolotenn er-maez.

Naetaat an ti n’eo ket farsus.

Jakez : Laka da davañjer ’ta.

Er mod-se e c’halli sikour ac’hanon.

Er mod-se e c’halli naetaat ar prenestroù.

Abadenn 3 : A-raok diskouez an albom : deskiñ un tamm diviz (dre strolladoù bihan).

Pal an abadenn : Lakaat ar vugale da c’hoari an diviz.

Abadenn 4 : Golo + pajennoù 3, 4, 5

Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak. Lavaret ur santimant. Displegañ.

Gerioù -> ur ramz ur ramzez ur skerb ur gravatenn mouzhet

Patromoù :

Skoulmañ a ra e gravatenn.

Me zo mouzhet ivez.

Perak/peogwir

Abadenn 5 : Pajennoù 7, 8, 9, 10

Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak. Lec’hiañ er spas.

Gerioù -> ur gordenn lammat an treid d’an nec’h d’an traoñ koant

Patromoù :

Lammat a ra gant ar gordenn.

He zreid o vont d’an nec’h.

He zreid o tont d’an traoñ.

Abadenn 6 : Pajennoù 10, 11, 12, 13, 14, 15

Deskiñ brezhoneg : Deskrivañ ar pezh a ra unan bennak.

Gerioù => sunerez-poultrenn broust-dent krib ur grib

Patromoù :

Trouz zo gant ar sunerez-poultrenn.

Broustañ a ra e zent.

Kribañ a ra e vlev.

Abadenn 7 : Lennadenn eus an albom a-bezh

Pal an abadenn : Selaou gant aked